Pozioù / Lyrics

TAMM-HA-TAMM

 

Tamm-ha-tamm emañ é tonet

tamm-ha-tamm emañ é vonet

er waskadenn ne gouskay ket

er waskadenn ne chomay ket

Get piv vo gwelet an tan

get piv vo klevet an ton

ni zo bouar ha ni zo dal

ni zo bouar ha ni zo dal

Er waskadenn ne gouskay ket

er waskadenn ne chomay ket

war ho lec’h emañ é redek

war ho lec’h emañ é redek

Get piv vo gwelet an tan

get piv vo klevet an ton

ni zo bouar ha ni zo dal

A-benn warc’hoazh vo splann

A-benn warc’hoazh vo brav


DAIT GANIN

 

Bep deiz ag ar bloaz e soñjan

e lec’h m’on bet gannet

bep deiz ag ar bloaz e soñjan

e lec’h m’eus ho anavezet

n’eo ket daet ar c’housk din

chom amañ ne faota din

n’eo ket daet ar c’housk din

hiziv ne ya ket ganin

Dait ganin, dait ganin

edan an heol, edan ar glav

dait ganin, dait ganin,

me faota din, me faota din

Bep deiz ag ar bloaz e soñjan

e lec’h m’on bet gannet

bep deiz ag ar bloaz e soñjan

e lec’h m’eus ho karet

n’eo ket daet ar c’housk din

chom amañ me faota din

n’eo ket daet ar c’housk din

hiziv ne ya ket ganin

Dait ganin, dait ganin

edan an heol, edan ar glav

dait ganin, dait ganin,

me faota din, me faota din…

dait ganin, dait ganin…


E-MENN EZ AN

 

E-menn, e-menn ez an,

n’ouian ket, ne ouian ket ken

kollet, kollet amañ

e-menn, e-menn ez an

é kousket, é kousket eh on

amañ, amañ hag hiziv

ken skuizh, me zo ken skuizh,

n’ouian ket, e-menn ez an

nann, ne baday ket betek an hañv…

kaset, kaset on bet

d’en diaz, kaset on bet d’en diaz

e-menn, e-menn ez an

n’ouian ket, ne ouian ket ken,

nann ne baday ket betek an hañv…

e-menn, e-menn ez an,

n’ouian ket, ne ouian ket ken

kollet, kollet amañ

n’ouian ket, e-menn ez an

nann ne baday ket betek an hañv…


 AET EO

 

Dec’h e oa splann an traoù

Dec’h e welen an hent

Dec’h e oa sklaer ar stread

Dec’h e oa splann ma hent

(met)

Aet eo, aet eo ma c’halon

Aet eo, aet eo ma c’halon

Aet eo, aet eo ma c’halon

Aet eo, aet eo ma c’halon

Dec’h e oa glas an né

Dec’h ne rae ket glav

Dec’h e oa an hañv

Dec’h ne oan ket marv

(met)

Aet eo, aet eo ma c’halon

Aet eo, aet eo ma c’halon

Aet eo, aet eo ma c’halon

Aet eo, aet eo ma c’halon


BIL A-WALC’H

 

me ra me bil-walc’h

ganin zo tra-walc’h

me ra me bil-walc’h

get ar glav é kouezel war ma fenn

an tan zo ba’n ti

n’eus ket mui amzer

da goll ganeoc’h-c’hwi

amañ hag hiziv

me ra me bil-walc’h

ganin zo tra-walc’h

me ra me bil-walc’h

get ar glav é kouezel war ma fenn

ne glevan ket mui

mui an trouz

an trouz m’eus laosket

laosket war ma lec’h

me ra me bil-walc’h

ganin zo tra-walc’h

me ra me bil-walc’h

get ar glav é kouezel war ma fenn

an tan zo ba’n ti

n’eus ket mui amzer

da goll ganeoc’h-c’hwi

amañ hag hiziv

amañ hag hiziv

amañ hag hiziv

amañ hag hiziv